K.L.T.
 

Keleier eus Kêr ar Pont Bras hag eus Bro Montroulez

Informations de la Cité du Viaduc et du Pays de Morlaix

#5
Pennad-stur ar miz
Edito du mois
 
 
Memestra !
 
Goude un ehan hir a-walc'h e vo adkroget gant lizher-kelaouiñ K.L.T.-Ti ar Vro Montroulez.
Ar mizioù tremenet zo bet gwall diaes evit an holl dud hag evidomp kement-all, ha kazi sur n'eo tost an traoù da zont en o reizh evel a-raok...
Ret e vo bezañ diwallus ouzh ar virus lous-se : gwalc'hiñ an daouarn, gwiskañ maskloù, chom pell a-walc'h an eil ouzh egile, Met... Memestra... ret eo bevañ ! Setu perak K.L.T.-Ti ar Vro Montroulez zo prest da gregiñ gant e labour evel a-raok, kement ha vo moaien : lakaat ar vugale d'ober anaoudegezh gant ar brezhoneg er skolioù, kentelioù brezhoneg d'an dud deuet, kanañ, c'hoariva hag all hag all.
Bezañ a vo eus festival TAN MIZ DU daoust ma vo krennet un tammig moarvat : traoù zo hag a c'heller ober anezhe er-maez : dizoloadennoù ha baleadennoù e brezhoneg.
Dimp d'ober evit ma ne chomfe ket a-sav ar sevenadur nag ar brezhoneg : arabat leskel ar virus da vezañ mestr war an tamm douar-mañ !
 
Herve Lautrou - Prezidant K.L.T.
 
 
Memestra !
 
Après une période d'interruption la lettre d'information mensuelle de K.L.T.-Ti ar Vro Montroulez redémarre.
Comme les autres nous venons de passer des mois difficiles et nous sommes sans doute encore assez loin d'un retour à la normale.
Memestra !! Qu'on traduit généralement par la même chose, pareil mais aussi par quand même :
c'est dans le sens de quand même qu'il faut comprendre le titre de notre éditorial de rentrée.
Toutes les précautions contre la diffusion du virus s'imposent à nous comme à tout le monde : hygiène des mains, masques, distanciation... Mais il faut quand même continuer à vivre ! C'est pourquoi K.L.T.-Ti ar Vro Montroulez va reprendre progressivement ses activités, avec toutes les adaptations qui s'avèreront nécessaires : les interventions dans les écoles (sensibilisation et apprentissage de la langue) comme les cours pour adultes et les autres activités : théâtre, chant...
Nous avons décidé de maintenir le festival TAN MIZ DU, mais dans une version probablement réduite, en donnant une large place aux activités pouvant se faire à l'extérieur telles que des randonnées et découvertes, e brezhoneg evel just.
Faisons de sorte que la langue et la culture bretonnes ne connaissent pas de « pause » et ne laissons pas le virus devenir le maître de notre existence.
 
Herve Lautrou - Président K.L.T.
 
KENAVO MONIK !
Trist e oa an dud d’ar merc’her 26 a viz Eost e Plouganoù e-barzh sal an ti-kêr evit enoriñ eñvorenn Monik Lahellek aet d’an anaon d’an 22 a viz Eost.
Anavezet mat e oa tro war dro Montroulez ha memes pelloc’h evit bezañ ur stourmerez dispar evit ar yezh ha sevenadur Breizh.
Aozet e veze ganti ur c’hafe brezhoneg bep sizhun hag ur fest breizhek e Plouganoù bep bloaz ha kalz traoù all.
Ouzhpenn-se e oa Monik ur varzhez ampart e galleg hag e brezhoneg. Barzhonegoù kizidik ha fromus a skrive diwar-benn pep tra met dreist-holl war he bro hag an natur. Plijout a rae dezhi lenn he barzhonegoù dirak an dud .
Ezel eus kuzul-merañ an oaled war ar maez e-pad seizh vloaz e Plouganoù eo bet. Livourez e oa Monik ivez. Livañ a rae taolennoù brav-tre gant eoul.
Ur vaouez hegarat, uvel, mousc’hoarzhus, ur ger evit pep hini, startijenn ganti, buhezek, setu ar pezh a chomo e eñvorennoù an dud o deus anavezet Monik.
Kenavo Monik ha mersi bras dit. Ra vo skañv douar Breizh evidout.
 
Bernard Le Bihan - Kazetenn YA ! Niv. 795
Distro-skol
Rentrée
 
Emvodoù kelaouiñ          Réunions d'information
 
Roll-labour an emvodoù-se : kinnig an holl kursusioù deskiñ, sevel ar strolladoù, eurioù, koust, prezañtiñ ar gelennerien hag an animatourien.
Ordre du jour de ces réunions : présentation des différents cursus, constitution des groupes, horaires, coût, présentation des enseignants et animateurs.
 
Dav e vo e-pad an emvodoù-se diwall ouzh ar re all : gwalc’hiñ ho taouarn, gwiskañ ur
maskl, chom war-hed ur metr diouzh ar re all... 
Lors de ces réunions d’information toutes les précautions contre la diffusion du virus
seront appliquées : hygiène des mains, masque, distanciation...
 
Sant-Tegoneg, Plouneour-Menez, Kommanna ha Plouganoù
Saint-Thégonnec, Plounéour-Ménez, Commana et Plougasnou
 
Pevar emvod kelaouiñ zo bet rakwelet :
- Lun 14 a viz Gwengolo  : da 6e d’abardaez e Ti ar c’hevredigezhioù e Sant-Tegoneg
- Meurzh 15 a viz Gwengolo : da 6e d’abardaez e sal Foyer e Plouneour-Menez
- Meurzh 15 a viz Gwengolo : da 7e noz e sal Le Saint e Kommanna
- Yaou 17 a viz Gwengolo : da 6e d’abardaez e Ti ar C’hevredigezhioù e Plouganoù
 
 Quatre réunions d’information sont ainsi programmées :
- Lundi 14 septembre : à 18h à la Maison des associations à Saint-Thégonnec
- Mardi 15 septembre : à 18h à la salle Foyer à Plounéour-Ménez
- Mardi 15 septembre : à 19h à la salle Le Saint à Commanna
- Jeudi 17 septembre : à 18h à la Maison des associations à Plougasnou
 
Roll ar c'hentelioù :
Planning des cours :
 
Roll kentelioù ar vro a vo lakaet prestik war lec'hienn K.L.T.
Deroù ar c'hentelioù adalek sizunvezh an 21 a viz Gwengolo 2020.
Da zerc'hel soñj diwar vremañ :
Kentel evit an dud zo o komañs gant an deskiñ brezhoneg da verc'her da 8e noz e Ti ar c'hevredigezhioù e Sant-Martin-war-ar-Maez.
Mar bez goulenn e vo digoret un eil kentel evit an deraouidi.
 
Le planning des cours en Pays de Morlaix sera publié tout prochainement sur le site de K.L.T.
Début des cours à partir de la semaine du 21 septembre 2020.
A noter dès à présent :
Le cours " débutants" se déroulera les mercredis à 20h à La maison des associations à Saint-Martin-des-Champs.
Possibilité, si la demande existe, d'ouvrir un deuxième cours "débutants".
Hent Telenn Breizh
La voix de la Harpe de Bretagne
 
Adkrog gant kentelioù kan ha telenn
Reprise des cours et stages de harpe et de chant

 
Lakaat e anv
adalek al Lun 14 a viz Gwengolo,
Titouroù : 02 98 78 93 28.
 
Inscriptions à partir du lundi 14 septembre
au 02 98 78 93 25.
 
www.henttelenn.bzh
Bistrakoù Skol Diwan Montroulez
Vide-grenier de l'école Diwan de Morlaix
 
 
D'ar sul 20 a viz Gwengolo - Plasenn ar C'Hoc'hu
 
Digoust da vont e-barzh, boued war al lec'h
 
Dimanche 20 septembre - Place Allende
 
Entrée gratuite, restauration sur place
 
Koñsert          Concert
Tan Miz Du     Tan Miz Du
 
 
Brieg Guerveno
 
D'ar Sul 29/11 da 4e g.m.
Sal ar Roudour
Sant-Martin-war-ar-Maezh
 
Brieg Guerveno
 
Dimanche 29/11 à 16h
Salle du Roudour
Saint-Martin-des-Champs
 
 
Réservation
 
Hag ar stourm bepred !
 
Manifestateg evit souten hentad brezhoneg-galleg
skolaj Ar Menez Are.
 
Manifestation pour soutenir la filière bilingue
du collège des Monts d'Arrée.
 
 
 
Instagram
 
Na chomit ket etre daou, kit da welet ivez ar pezh a vez embannet gant K.L.T.
war Instagram
 
N'hésitez pas à nous suivre également
sur ce réseau !
 
Lien
 
Kaozadennoù K.L.T. dindan ar stumm DVD
Les causeries K.L.T.
en DVD
 
Amañ roll an DVD-où da amprestiñ
ma fell deoc'h.
 
Ici la liste des DVD à emprunter
si vous le souhaitez.
 
Lien
 
 
K.L.T.
41, Quai de Léon
29600 Morlaix
02.98.63.98.79
06.82.77.10.10
Facebook
Twitter
Instagram
 
 
Cet e-mail a été envoyé à
Vous avez reçu cet email car vous vous êtes inscrit sur K.L.T..
 
 
SendinBlue
 
 
© 2020 K.L.T.